Abaoe kreiz ar bloavezhioù 2000 e vez muioc'h-mui a vrezhoneg el lec'hioù ma vez degemeret bugaligoù. Labourat a ra an OPAB war an dachenn strategel-mañ ivez da-geñver ar gefridi fiziet ennañ evit diorren implij ar brezhoneg.
Ha pa ne ouifec’h ket c’hwi ar yezh, e c'hallit dibab evit ho pugale lec’hioù a raio war o zro e brezhoneg ha kement-se a-raok ma’z afent d’ar skol. Dre-se e teuio ho pugale da vezañ divyezhek brezhoneg-galleg diouzhtu.
Ma komzit brezhoneg er gêr dija e c'hallit fiziout ho pugale en ur vagouri pe ur skoazellerez-vamm vrezhonek evit ma vo komzet outo en o yezh-vamm.
Da gaout muioc’h a ditouroù e c’hellit mont e darempred gant an OPAB.
Sturlevrioù :
Digeriñ un TSM _________________ Digeriñ un LBD
Setu un dibab levrioù mat evit ar re vihanañ (0-3 bloaz) evit kreñvaat al liamm gant ar yezh : Levrioù evit ar vugale 0-3 bloaz.
"Karta vroadel degemer ar vugale yaouank" e stumm skritell e brezhoneg evit lec'hioù a vez degemeret bugaligoù enno : pellgargañ ar skritell.
Ur gennad eus ar re bouezusañ eo hini ar vugaligoù evit a sell ouzh reiñ implijoù d'ar vrezhonegerien. Gant ar stummadurioù hir e-pad 6 pe 9 miz war ar brezhoneg e c'hallot deskiñ ar yezh ha diwar se tapout barregezhioù micherel ouzhpenn.
Al lec’hioù degemer stroll evit ar vugaligoù, staliet e Penn-ar-Bed, hag o deus ur statud kevredigezhel, publik pe gant un dileuriezh a servij publik, a c’hall tennañ gounid eus ur skoazell a 7000 euro lakaet e plas gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed evit stummañ d’ar brezhoneg an implijidi pe ar wazourien. Gant ar skoazell DESK-Bugaligoù e c’hell bezañ klokaet ar stignad-mañ.