Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kinnig

« Ya d’ar brezhoneg » zo bet lañset gant an Ofis Publik evit diorren ar brezhoneg er vuhez foran, sokial hag armerzhel.

Un toullad sifroù

Hiziv an deiz eo bet sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » gant 802 framm prevez, 240 gumun ha 23 framm etrekumunel.

Ma fell deoc'h gouzout hiroc'h diwar-benn ar c'houlzad-mañ, kit e darempred gant an OPAB.

Kinnig ha labelaat

Kroget e voe gant ar c'houlzad Ya d’ar brezhoneg d'ar 5 a viz Here 2001 e Karaez gant un abadenn lañsañ hag a oa 178 aozadur eus ar gennad prevez o kemer perzh enni.

Ar film-mañ, savet gant Produet e Breizh, a ginnig testenioù eus pennoù-embregerezh o deus kaset ar brezhoneg war-raok en o embregerezh :

Web gwelet en he brasañ

Goude-se e oa bet digoret d'ar c'humunioù e 2004 ha d'ar frammoù etrekumunel e 2006. Eeun a-walc'h eo ar soñj diazez : rankout a ra an aozadurioù a sin ar garta reiñ ur plas d'ar brezhoneg da-geñver o obererezhioù, alies dre oberoù eeun.

Meur a live labelaat zo evit sikour ar sinerien da gas kalite an divyezhegezh war-raok da gentañ-penn ; dav eo ivez reiñ an tu d'an holl sinerien da gavout palioù hag a glot gant o doare da vont en-dro. Ober a ra an OPAB sikour hag aliañ an aozadurioù publik ha prevez o deus sinet Ya d’ar brezhoneg.

Kasit ar pennad-mañ da dud all