Evit diazezañ un doare divyezhegezh kempoell hag aes ober gantañ e ranker doujañ d'un toullad reolennoù a-fed kinnig.
Da gentañ-tout eo kalz gwelloc'h soñjal ar raktresoù o telc'her an divyezhegezh e kont adalek ar penn kentañ.
Rak ur wech soñjet ha diazezet panelloù evit menegoù e galleg hepken gant grafourien ha maketennourien, eo diaes-kenañ adaozañ anezho en un doare dereat pa ranker lakaat ar menegoù brezhonek ouzhpenn er mare diwezhañ.
Ret eo skrivañ an div yezh gant ar memes fontoù, livioù ha ment : diwar neuze ne vez ket lakaet unan eus an 2 yezh izeloc'h eget eben.
Graet e vez gant lizherennoù bihanoc'h pe stouet evit ar menegoù a eil renk, koulz e galleg hag e brezhoneg.
Ouzhpenn-se, pa vez kinniget er memes doare e c'haller chom hep lakaat 2 wech ar menegoù a vefe heñvel en 2 yezh. Aesoc'h eo lenn daou dra simetrek, se zo kaoz eo dav ober evel m'hon eus kinniget.
Da ziwezhañ e ranker treiñ an holl venegoù abalamour da zegas ar memes servij en 2 yezh : ma ne vez troet nemet ul lodenn eus an destenn war ur banell ne c'hall ket pep den lenn an holl ditouroù er yezh dibabet gantañ, diwar neuze eo ret dezhañ mont eus an eil yezh d'eben ma fell dezhañ bezañ titouret evel zo dleet.
Pa ne vez ket troet pep tra e brezhoneg n'eo ket tre ur yezh kehentiñ ken, setu m'emañ aze evel un arouez hepken, ar pezh n'eo ket pal ar panellerezh.
Kavout a reot un toullad reolennoù er blaketenn-mañ.