Gant ar skolioù-meur e vez kinniget meur a ziplom, eus an Diplom skol-veur betek an Doktorelezh. Abaoe m'eo aet ar stummañ evit an oadourien war vicherelaat ez eus gallet diazezañ diplomoù evit lakaat anaout ar barregezhioù war ar brezhoneg.
Fellet ez eus d'ar C'huzul-rannvro startaat e bolitikerezh yezh, gant se en deus roet lañs, asambles gant an Deskadurezh-Stad, d'an Diplom Barregezh war ar Yezh (DBY) evit ar brezhoneg.
Gant an diplom Stad-se e c'hall an oadourien a zo o teskiñ brezhoneg lakaat o barregezh war ar yezh da vezañ anavezet hervez daveoù hag a dalvez en Europa. Gantañ e c'haller ivez priziañ, diouzh ar studioù a zo bet dibabet, gant peseurt live eur en em gavet.
Digoust eo evit lakaat e anv rak kemeret e vez an traoù e karg gant Kuzul-rannvro Breizh. Evit gouzout hiroc'h, e c'hellit mont e darempred gant Servij Yezhoù Breizh.
Pell zo ez eus eus ar brezhoneg er skol-veur : adalek 1886 e voe roet kentelioù brezhoneg e Skol-veur Roazhon hag e 1903 e voe krouet ur gador-gelenn geltieg eno.
E 1911 e voe krouet 2 ziplom skol-veur : an Diplom Studioù Keltieg hag an Diplom Uhel Studioù Keltieg (DUSK).
Krouet e voe an aotreegezh vrezhoneg kentañ e 1981, e Skol-veur Roazhon II ha digoret an DEUG brezhoneg e 1989.
Prientet e vez an diplomoù-se e Skol-veur Breizh-Izel ivez, e skol veur Brest.
E Skol-veur Gatolik ar C'hornôg e c'haller tremen un Diplom skol-veur brezhoneg hag aotreegezhioù evit ar vrezhonegerien.
Evit a sell ouzh an enklaskoù ez eus eus Masterioù hag eus ar greizenn enklask KEBK, e Brest hag e Roazhon.
E skolioù-meur Kreisteiz Breizh ha Sant-Brieg e vez kavet ivez kentelioù brezhoneg.