Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Treiñ

Ober a ra ar servij Treiñ-Aliañ eus an OPAB war-dro troidigezhioù a bep seurt etrezek ar brezhoneg evit un implij foran, war-bouez an troidigezhioù lennegel.

An tachennoù pennañ

Ober a ra ar servij Treiñ-Aliañ en OPAB dreist-holl war-dro troidigezhioù war dachenn ar velestradurezh, an touristerezh, ar c'henwerzh, an teknikoù, an urzhiataerezh pa vez lec'hiet meziantoù.

Troet e vez traoù da vezañ kinniget e doareoù a bep seurt : panelloù, teulioù melestradurel, kazetennoù, levrioù, lec'hiennoù Internet

Ur servij a galite

Teuler evezh a ra ar servij ma vo implijet ur yezh reizh ha kinnig a ra d'an aozadurioù sikour anezho dalc'hmat da ziazezañ un divyezhegezh kempoell hag unvan.

Ober a ra war-dro al labour hed-ha-hed betek adlenn an amprouennoù. Adlennet e vez an holl droidigezhioù gant ur c'huzulier war ar yezh abalamour d'an traoù da vezañ unvan hag asur.

Kinnig a ra ar servij ivez reiñ sikour war ar prim evit troidigezhioù berr-tre ha gallout a ra adlenn troidigezhioù pe pennadoù graet gant tud all ha n'emaint ket en Ofis Publik.

Troer Brezhoneg-Galleg

Kasit ar pennad-mañ da dud all