Lid-sinañ an emglev-se a zo bet dalc’het e ti-kêr Kemper dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis publik, hag an ao. David Lesnevan, prezidant ar gevredigezh « .bzh ».
An it. Naig Gars, kuzulierez-rannvro hag an ao. Jean-Yves Cozan, kuzulier-departamant eus Penn-ar-Bed a oa war al lec’h ivez. En anv ti-kêr Kemper e oa deuet an it. Isabelle ar Bal, 1añ eilmaerez, an ao. Jean-Pierre Doucen, eilmaer karget eus ar brezhoneg hag an ao. Nicolas Gonideg, dileuriad karget eus sevenadur Breizh.
En tu all da ziorren ar brezhoneg dre-vras e vo kinniget gant ar gevredigezh « .bzh » ur stumm brezhonek eus he lec’hienn genrouedad hag e vo tu da lenn keleier e brezhoneg bep sizhun enni.
An evezhiadennoù0