Aozet e vez ar stummadur e Kemper, gant Kelenn, kreizenn stummañ Diwan, stag ouzh Ensavadur-meur Yezhoù Republik Frañs. E kenlabour gant Skol-veur Perpinyà-Perpignan e kinnig Kelenn ur Master Desaverezh ha Stummadur MEF – Kelenn dre soubidigezh brezhoneg-galleg.
Evit kemer perzh er studioù-se e ranker bezañ tapet un aotreegezh ha mestroniañ ar brezhoneg dre gomz ha dre skrid.
1110 eurvezh labour a yelo d’ober ar stummadur-mañ adalek miz Gwengolo 2015 betek miz Mezheven 2016.
Stummadur digoust evit ar studierien (koust kemeret e karg gant Diwan). Mod-all e vez kinniget gant Rannvro Breizh yalc’hadoù evit stummañ kelennerien (stignad « Skoazell »).
Dorioù digor d'ar Sadorn 21 a viz Meurzh 2015 eus 2 eur da 5 eur endervezh.
Evit goulenn un teul enskrivañ, skrivañ da : Diwan, BP 147, 29411 LANDERNE CEDEX - diwan.rannarchelenn@wanadoo.fr - Pgz : 02 98 21 34 95
An evezhiadennoù0