OPAB zo ezel eus NPLD, ar rouedad da harpañ al liesseurted yezhel en Europa, ha kemeret ez eus bet perzh en emvod-meur er sizhun dremenet.
Ur prezidant nevez zo bet dilennet : Patxi Baztarrika, besministr karget eus ar politikerezh yezh e gouarnamant emren Euskadi, ur vro ma’z eus bet gouezet sevel ur politikerezh yezh kreñv hag efedus, ur sin vat evit ar rouedad.
Roet e vo lañs d'ar follenn-hent evit liesseurted yezhoù Europa e Brusel d'ar 15 a viz Here.
Mod all ez aio ar prezidant nevez, en anv ar rouedad a-bezh, e darempred gant F.Hollande da hetiñ e vefe kaset da benn e intrudu da lakaat Frañs da wiriekaat Karta Europa.
An evezhiadennoù0