Pazenn ar 16000 skoliad zo bet tremenet er bloaz-mañ, ur c’hresk douget gant rouedad ar skolioù Diwan dreist-holl a dremen en tu all da 4000 skoliad (4087 ; +6%) ; an deskadurezh publik a dap muioc’h eget 7000 skoliad (7128) met gant ur c’hresk disteroc’h (+3,5%) ; eus he zu emañ an deskadurezh katolik gant he c’hresk izelañ biskoazh (+0,6% a ya d’ober 5130 skoliad), da heul 2 vloavezh hep digeriñ lec’h nevez ebet er 1añ derez.
4 hentad nevez zo bet digoret er bloaz-mañ : gant Diwan ez eus bet digoret ur skol nevez (Pontekroaz) ha gant ar publik ez eus bet digoret un 3e lec’h e Brest, ul lec’h nevez e bro Kemperle (Kloar-Karnoed) hag unan all en Il-ha-Gwilen (Liverieg), ar pezh na oa ket c’hoarvezet en departamant-se abaoe 2003, daoust da gresk uhel ar boblañs-skol el lodenn-se eus Akademiezh Roazhon.
Roazhon a chom ar gumun enni ar muiañ a skolidi (734 skoliad) ; Brest (545) ha Kemper (667) a zo ganto 29% eus kresk Breizh. Dre vras eo kreizennet an digeriñ skolioù hag ar c’hresk da heul e Penn-ar-Bed abaoe meur a vloaz, un tuadur a ya kontrol da emdroadur poblañs-skol Breizh (kresk en tric’horn Gwened-Roazhon-Naoned).
Pa ouzer eo pell da vezañ kempouezet an niver a vrezhonegerien a varv gant an niver a vrezhonegerien nevez stummet e chom re zister kresk an niver a skolidi a zo en hentadoù divyezhek ; kalz kreñvoc’h e tleo bezañ evit mirout un niver uhel a-walc’h a vrezhonegerien ha reiñ an tu dezho da gaout un implij eus o yezh er gevredigezh diwezhatoc'h. Evit poent e ra diouer da Vreizh ar binvioù a zo anezho en Elzas (ar pal skoliata 50% eus skolidi ar skolioù-mamm en hentad divyezhek zo a-benn 15 vloaz ; diouzh ar raktresoù eo priziet an niver a skolidi ret evit digeriñ ur skol) pe e Korsika (ar Rektorelezh a vir dre ret evit ar c’helenn divyezhek da nebeutañ 40% eus ar postoù digoret d’ar Genstrivadeg da Duta Kelennerien ar Skolioù).
An evezhiadennoù0