Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Loreidi Prizioù dazont ar brezhoneg 2016

Web gwelet en he brasañ Skeudenn gant Y. Derennes

Brezhoneg 30/01/2016

19vet abadenn Prizioù Dazont ar Brezhoneg a oa aozet gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg.​ Dalc'het eo bet d'ar Gwener 29 a viz Genver da 19e30 e sal an Avel Vor e Plougastell-Daoulaz.

Loreidi 2016 :


Kevredigezhioù


Priz 1añ : Labourerien-douar Breizh, a ra gant ar brezhoneg evit o c’hehentiñ
2l priz : ADEC 29, Kevredigezh evit Diguzhat ar C’hrign-bev e Penn-ar-Bed, evit bezañ embannet ur blegfollenn ditouriñ hag ul lec'hienn Internet divyezhek.
3de priz : AREP, evit bezañ kinniget ur stummadur micherel e brezhoneg, (CAP bugaligoù)

Levrioù faltazi


Priz 1añ : “Udora pe afer an ed-du”, romant skiant-faltazi gant Paskal an Intañv (Emb. Al Liamm).
2l priz : “N’eus ket a garantez eürus”, romant gant Goulc’han Kervella (Emb. Skol Vreizh).
3de priz : “Divemor”, romant gant Pierre-Emmanuel Marais (Emb. Al Liamm).


Strollegezhioù


Priz 1añ : CNFPT, evit bezañ lakaet e plas stummadurioù yezh evit kargidi ar strollegezhioù lec'hel.
2l priz : Kumuniezh-kumunioù bro Kemperle, evit he c’hannadig “Mag16” lakaet e brezhoneg penn-da-benn hag evit he folitikerezh yezh mennet.
3de priz : Ti-kêr Pontekroaz, en deus sikouret lakaat digeriñ ur skol Diwan en ur vro ma ne oa ket posupl deskiñ brezhoneg betek-neuze.


Kleweled


Priz 1añ : “Kurdistan, Huñvreal an Nevez-amzer”, teulfilm (52’) gant Mikael Baudu diwar-benn stad ar Gurded e Siria a-dal d'ar Stad Islamour (produet gant Gwengolo Filmoù).
2l priz : “Enseller Panda”, heuliad filmoù bevaat evit ar vugale gant Gilduin Couronné ha Sébastien Hivert (produet gant JPL Films).
3de priz : “Paotred al Loc’h”, teulfilm (28’) gant Ronan Hirrien (produet gant Frañs 3 Breizh), un istor karantez da daou baotr e Kreiz Breizh.

Embregerezhioù

Priz 1añ : NumériBulle, istorioù evit ar vugale da bellgargañ diwar Internet.
2l priz : D’istribilh, ur vreserezh a Blouider he deus sachet brud warni gant ur video e brezhoneg hag a zo bet gwelet ouzhpenn 100.000 gwech war Internet.
3de priz : Tachenn-gampiñ Kongell e Kiberen, evit he fanellerezh divyezhek.


Pladennoù kanet e brezhoneg


Priz 1añ : “Skeud ho roudoù” gant Nolwenn Korbell (Emb. Coop Breizh).
2l priz : “Heol Gor” gant Dañs er Jeko (produet ganto o-unan).
3de priz : “Brein” gant Brein (produet ganto o-unan).


Brezhoneger ar bloaz

Priz 1añ : Romain Sponnagel evit bezañ roet lañs da gelenn ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh e bro Sant-Brieg, hag evit bezañ krouet an arload Stag.
2l priz : Krismenn evit e stajoù kanañ hag e sonadeg war al leurenn vras en Erer Kozh.
3de priz : Darlene Aroko, ur plac’h genidik eus Kenya a zesk brezhoneg hag a fell dezhi difenn yezhoù orin an dud.

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob