Lid-sinañ an Emglev Ya d’ar brezhoneg gant Smictom ar Menez Bre a zo bet dalc’het e Bear, e sez ar Smictom, d’ar Gwener 13 a viz Mae 2016 dirak an it. Cindirella Bernard, prezidantez ar framm ha kuzulierez-departamant, an ao. Daniel Merrien, besprezidant hag an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg. An ao. Yannig Kerlogod, kuzulier-departamant, ezel eus kuzul-merañ an Ofis publik hag an ao. Frañsez Favereau, prezidant kuzul-skiantel an Ofis publik a oa war al lec’h ivez.
Divizet en deus ar Smictom kas 12 ober da benn dindan 2 vloaz. Tennañ a reont d’ar panellerezh, d’ar c’hehentiñ ha d’ar stummañ .
Ar pezh a dalvez e vo skrivet en div yezh diwar vremañ an erbedadennoù war an endalc’herioù evit ar gweraj, an tumporelloù hag ar braeerioù glazach ; ar brezhoneg a vo lakaet war wel el lizher-kelaouiñ, el lec’hienn genrouedad hag en teulioù melestradurel ; ur striv ispisial a vo graet evit krouiñ teulioù pedagogel evit ar skolioù hag e c’hallo gwazourien ar Smictom bezañ stummet war ar yezh ma c’houlennont.
An evezhiadennoù0