Lid-reiñ al label a zo bet dalc’het e ti-kêr Rostrenenn d’ar Yaou 9 a viz Mezheven 2016 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB, an ao. Jean-Paul Le Boedec, maer, an ao. Alain Rollad, 1añ eilmaer, an it. Cécile Lefresne, kuzulierez-kêr dilennadez dave evit ar garta, an it. Sandra Le Nouvel, kuzulierez-departamant hag an ao. Jean-Yves Philippe, prezidant KK Kreiz-Breizh.
A-hed ar bloavezhioù he deus an divyezhegezh taolet he gwrizioù donoc’h-donañ er gumun : savadurioù foran, plakennoù straed, panelloù henchañ ha kement zo a zo divyezhek a-benn bremañ.
E Rostrennen e kaver hentadoù divyezhek er skolioù publik ha prevez, 57% eus skolidi ar skolioù-mamm a zo en ur c’hlas divyezhek.
Abadennoù tañva e stern ar MOT hag er vagouri-kêr a zo kinniget diwar atiz an Ti-kêr.
Arc’hantaouet en deus ivez ur stummadur war ar brezhoneg evit e w/GWATASMed.
En he frezegenn he deus embannet an it. Lena Louarn e oa laouen o welet stratijenn ar gumun ha diorroadur ar c’helenn divyezhek.
An evezhiadennoù0