An it. Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an it. Solange Creignou, besprezidantez ar C’huzul-departamant dileuriet war ar brezhoneg hag an ao. Fulup Jakez, rener OPAB, o deus kinniget skeudenn ha dafar nevez ar c’houlzad.
6700 skritell e meur a vent hag ouzhpenn 20 000 flyer a vo skignet e Breizh a-bezh gant sikour 275 kumun ha DPKE. Skritelloù bras a vo e rouedad arsavioù-bus Kuzulioù-departamant Penn-ar-Bed hag al Liger-Atlantel. E lec’hienn genrouedad Kuzul-rannvro Breizh e vo brudet ar c'houlzad ivez.
Ouzhpenn 30 aozadur kelenn d’an oadourien o deus bet dafar da vrudañ o c'hentelioù ha da bourchas skoroù boutin d'o izili (kartennoù-ezel, kartennoù-kemmadurioù, deiziataerioù...).
Evit gouzout hiroc’h ha kavout ho stummadur : 0820 20 23 20 pe klikañ amañ.
An evezhiadennoù0