E Plerin (22), evel e 8 skol bublik all eus Akademiezh Roazhon, eo bet merket an distro-skol gant digoridigezh un hentad divyezhek nevez. Eno eo ez eus bet fellet d’ao. Thierry Terret, rektor Akademiezh Roazhon, ha da Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro e karg eus ar politikerezh yezh ha Prezidantez an OPAB, ober ar poent war an distro-skol kentañ goude sinadur an emglev nevez war ar yezh etre ar Stad hag ar Rannvro.
Da-geñver an degouezh-mañ en deus pouezet ar Rektor war lusk diorren nevez ar c'helenn divyezhek en Akademiezh. Embannet en deus e vefe kendalc'het gant ar striv. Ur follenn-hent evit kas war-raok ar c'helenn divyezhek, kelenn ar yezh ha sevenadur Breizh dre vras a zlefe bezañ embannet e-pad ar goañv. 42 klas divyezhek nevez zo bet digoret en distro-skol-mañ : 26 er skolioù publik ha 16 er skolioù katolik.
Eus he zu he deus embannet ar rouedad Diwan ur c'hresk a 155 skoliad war an div akademiezh. Ur skol nevez zo bet digoret en Akademiezh Naoned, e kêr Sant-Ervlan.
Erfin, ez eus bet digoret ur hentad ouzhpenn er publik en Akademiezh Naoned, e Sant-Ervlan ivez. Gant se eo 9 lec'h publik nevez zo bet digoret en holl en distro-skol-mañ. Biskoazh ne oa bet digoret kement a lec'hioù publik abaoe krouidigezh ar c'hlas divyezhek publik kentañ e 1982.
An evezhiadennoù0