Muioc'h-mui a re yaouank a ra gant ar brezhoneg betek dibenn o amzer-skol.
Deuet da vezañ oadourien e teskont bleinañ. Un dra a-bouez bras e buhez un den yaouank.
Ret eo neuze gounit an dachenn-se d'ar brezhoneg. Setu perak e oa bet savet ur bodad-labour gant TermBret evit pourchas ar c'heriaoueg ret.
Kavout a reoc'h frouezh al labour-se (430 termen) e lec'hienn an OPAB pe e TermOfis.
N'eo ket hepken d'ar re yaouank e vo talvoudus, d'an holl vrezhonegerien ne lavaromp ket, kement ha bezañ en e aez e brezhoneg e kement degouezh eus ar vuhez..
An evezhiadennoù0