Kalz a strollegezhioù a gustum lakaat treiñ ar pennad-stur pe ur pennad bennak all en o c’hannadigoù.
N’eus nemet gant Kemperle Kumuniezh avat ez eus bet divizet lakaat treiñ he c’helaouenn penn-da-benn ha kinnig an doare brezhonek-se enlinenn, maketennet brav, rik-ha-rik evel an doare gallek.
Ur skouer a-feson da vezañ heuliet gant strollegezhioù all.
Gant servij Treiñ hag Aliañ an OPAB e vez troet ar magazin bep tri miz. E gourc'hemenn ar strollegezhioù emañ ar servij evit ober kemend-all ganto
Evit mont da welet, klikañ amañ.
An evezhiadennoù0