Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

LENN, al lec’hienn a renabl al levrioù e brezhoneg

Web gwelet en he brasañ

Lec'hienn genrouedad 15/11/2016

C’hoant gantañ brudañ an embann e brezhoneg ez eus bet roet lañs d’al lec’hienn LENN gant an DPKS Levrioù ha Lennadennoù e Breizh.

Evit bastañ da zaou ezhomm a bouez eo bet krouet ar savenn niverel www.lenn.electre.com : talvoudekaat an embann e brezhoneg, startijenn gantañ met nebeut anavezet ; sikour al lennerien hag an dud a vicher pa glaskont titouroù diwar-benn al levrioù brezhonek.

Gant sikour barregezhioù Electre (evit bezañ krouet an diaz roadennoù etremicherel) hag Ofis Publik ar Brezhoneg (evit stumm brezhonek al lec’hienn) eo deuet a-benn Levrioù ha Lennadennoù da gas he raktres da benn. Kenarc’hantaouet eo bet ar raktres, bet diskouezet d’an holl e-skeud Gouel al Levrioù e Karaez, gant Rannvro Breizh hag ar RRAS.

Evit gouzout hiroc’h, klikañ amañ.

distreiñ da roll ar c'heleier