Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù dazont ar brezhoneg 2017

Web gwelet en he brasañ Ar bodad-barn : Morgan Le Coz, Maïna Sicard-Cras, Gaël Roblin, Annaig Kervella, Brendan Guillouzic-Gouret, Guillaume Morin, Denez Pichon

Darvoud 09/02/2017

Bodet e oa bet ar bodad-barn d’ar 4 a viz C’hwevrer 2017 en Oriant evit dibab roll loreidi ar 7 rummad a zo evit Prizioù Dazont ar Brezhoneg.

Gant Ofis Publik ar Brezhoneg ha Frañs 3 Breizh e vez aozet ar Prizioù bep bloaz, gant harp Kuzul-rannvro Breizh.

Er bloaz-mañ e vo deroet Prizioù 2017 d'ar 24 a viz Meurzh e Lannuon. Urzh al loreidi a vo embannet e-pad ul lid, a vo skignet war Frañs 3 an deiz war-lerc’h, e pep hini eus ar 7 rummad-mañ : kevredigezhioù, bed ekonomikel, frammoù publik, brezhonegerien ar bloaz, levrioù a faltazi, pladennoù, kleweled.

Sed amañ dindan roll al loreidi kinniget :

Rummad kevredigezhioù

Dizale, evit bezañ savet BreizhVOD+, un doare Netflix e brezhoneg : www.breizhvod.com

Brezhoneg e Brest, evit aozañ ingal abadennoù dudi, beajoù ha kement ’zo, da lakaat oadourien Brest da vevañ e brezhoneg : https://www.facebook.com/brezhonegbrest/?fref=ts

Kenseurtiezh Pomperien Roazhon, evit bezañ savet un deiziadur divyezhek penn-da-benn : http://graphiste-comesdesign.com/calendriers/

Rummad embregerezhioù

Ar Bradenn, evit kas ar brezhoneg war un dachenn nevez : ar fitopuradur : www.ar-bradenn.bzh

SARL Adarre, evit bezañ krouet ar posteler Korrimel : www.korrimel.bzh

Le Kêr, evit bezañ krouet ur park dudi a zo tu da weladenniñ e brezhoneg : www.le-ker.bzh

Rummad frammoù publik

Kuzul-departamant Penn-ar-Bed evit bezañ savet ar Brastres yezh 2016-2021 :

https://www.finistere.fr/Actualites/Un-schema-pour-la-langue-bretonne/(language)/fre-FR

Ti-kêr Henbont evit bezañ savet an Agenda 21 2016-2021 diwar-benn ar brezhoneg :

http://www.ville-hennebont.fr/Agenda-21-de-la-Cultur.12746.0.html

Ospital Karaez, evit bezañ staliet ur panellerezh divyezhek

Rummad Brezhonegerien ar bloaz

Yann Tiersen – Emilie Quinquis : evit bezañ lakaet da raktres koublad deskiñ ar yezh ha bevañ e brezhoneg

Fanny Labbay, evit bezañ desket brezhoneg ha cheñchet yezh an tiegezh, bet skoazellerez skol deuet da vezañ kelennerez divyezhek hag a dreuzkas ar yezh d'an dud deuet ivez

Laetita Anger : evit bezañ savet un embregerezh a ginnig ober anaoudegezh gant glad Breizh dre ar brezhoneg lesarchikurieux.wixsite.com/lesarchikurieux-bzhg

Rummad levrioù

Bar Abba (Yann Bijer)

Keridwal (Herve Seubil-Kernaodour)

Rebetiko hag istorioù all (Kristian Braz)

Rummad pladennoù

Brieg Guervenno "Valgori"

Youn Kamm ha Bagad Penn-ar-Bed

Maria Desbordes "Exil"

Rummad filmoù

A-vihanik

C’hwi a gano

Pa ya kuit Solenn

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0