Tost 300 arvester o doa kemeret perzh en abadenn a zo bet filmet gant Frañs 3 Breizh er Garrezenn Hud hag a zo bet skignet d’ar Sadorn da-heul en abadenn Bali Breizh.
Rummad strollegezhioù foran
Priz kentañ : Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, an departamant kentañ o reiñ lañs d’ur brastres evit harpañ ar brezhoneg.
Eil Priz : Kêr Henbont, evit bezañ krouet un Agenda 21 diwar-benn ar brezhoneg.
Trede Priz : Ospital Karaez, evit bezañ staliet panelloù divyezhek ha bezañ labouret evit diorren ar brezhoneg e bed ar yec’hed.
Rummad embregerezhioù
Priz kentañ : Le Kêr, ur park dudi, staliet e Gwened, a ginnig d’ar vugale ober anaoudegezh gant istor Breizh en ur c’hoari. Tri implijad a oar brezhoneg. Ar panellerezh, ar filmoù hag an c’hlevheñcherioù a zo divyezhek.
Eil Priz : Ar Bradenn – Aquatiris, a labour war ar fitopuradur an dour, hag a implij ar brezhoneg evit kehentiñ.
Trede Priz : Korrimel, ur servij posteloù e brezhoneg penn-da-benn.
Rummad kevredigezhioù
Priz kentañ : Dizale, a labour war an advouezhiañ e brezhoneg hag a ginnig bremañ ur c’houmanant VOD, doare Netflix.
Eil Priz : Brezhoneg e Brest, a labour evit diorren ar brezhoneg e kêr Brest.
Trede Priz : Kenseurtiezh pomperien Roazhon, a ginnig un deiziataer divyezhek penn-da-benn a vez skignet e Roazhon ha tro-war-dro.
Rummad levrioù faltazi
Priz kentañ : « Bar Abba », romant gant Yann Bijer (Emb. Al Liamm).
Eil Priz : « Keridwal », barzhonegoù gant Herve Seubil gKernaudour (Emb. Al Liamm).
Trede Priz : « Rebetiko hag istorioù all », danevelloù gant Kristian Braz (Emb. Al Liamm).
Rummad pladennoù kanet e brezhoneg
Priz kentañ : « Youn Kamm et le Bagad du Bout du Monde », Youn Kamm (Apprentis Producteurs / Coop Breizh).
Eil Priz : « Valgori » Brieg Guerveno (Paker Prod / Coop Breizh).
Trede Priz : « Exil », Maria Desbordes (Awen Records / Coop Breizh).
Rummad kleweled
Priz kentañ : « A-vihanig », teulfilm (26’) sevenet gant Bleuenn Le Borgne.
Eil Priz : « Pa ya kuit Solenn », teulfilm faltaziet (26’) sevenet gant Anne Gouerou.
Trede Priz : « C’hwi a gano », un heuliad pemp rann enni (10’), sevenet gant Perynn Bleunven, Justine Morvan, Quentin Morvan.
Rummad brezhoneger ar bloaz
Priz kentañ : Yann Tiersen hag Emilie Quinquis evit bezañ lakaet da raktres koublad deskiñ ar yezh ha bevañ e brezhoneg.
Eil Priz : Laëtitia Anger, evit bezañ krouet an embregerezh « Les Archi Kurieux », a ginnig darvoudoù diwar-benn glad Breizh e brezhoneg.
Trede Priz : Fanny Labbay evit bezañ desket brezhoneg ha cheñchet yezh an tiegezh, bet skoazellerez skol deuet da vezañ kelennerez divyezhek hag a dreuzkas ar yezh d'an dud deuet ivez.
An evezhiadennoù0