Dalc’het e oa bet al lid-sinañ d’ar Merc’her 8 a viz Meurzh 2017 e sez an DPKE dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, hag an ao. André Fidelin, prezidant.
An ao. Jean-Michel Le Naour, kuzulier-kêr en Eliant, dilennad dave evit ar brezhoneg, hag an ao. Jean-Marie Le Bret, besprezidant ar Gumuniezh, a oa deuet gantañ.
War al lec’h e oa ivez an it. Gael Le Meur, kuzulierez-rannvro hag an it. Isabelle Le Bal, kuzulierez-rannvro hag ezel eus kuzul-merañ an Ofis Publik.
8 ober a zo bet dibabet kas da benn gant ar C’huzul kumuniezh evit tizhout al label a live 1 : panellerezh savadurioù an DPKE, pennad-stur kazetenn ar Gumuniezh, kartennoù-pediñ, kemennadenn ar responter, kartennoù-bizit divyezhek, sinadur ur gevrat kefridi gant an Ofis Publik, magañ ur dalc’had levrioù e brezhoneg evit ar vediaoueg ha pourchas klevheñcherioù e brezhoneg evit gweladennerien mirdi Pont-Aven.
Ouzhpenn 80 den, dilennidi koulz hag izili eus kevredigezhioù a labour evit yezh ha sevenadur Breizh, o doa kemeret perzh el lid-sinañ-se hag a ro lañs da emouestl Konk-Kerne Kumuniezh evit diorren ar brezhoneg war he ziriad.
An evezhiadennoù0