D’an 13 a viz C’hwevrer 2017 en doa votet kuzul-kêr Pañvrid-ar-Beskont evit mont gant live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg. D’ar Gwener 28 a viz Ebrel e oa bet aozet en ti-kêr lid-sinañ ofisiel ar garta dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an ao. Alain Gautier, maer, an dilennidi ha gwazourien o deus labouret war an teuliad-se. Eno e oa Laurence Corson ivez, kuzulierez-departamant ha Jean Le Floc’h, maer a enor ar gumun.
9 ober a zo bet dibabet da vezañ kaset da benn, ac’hann da 2 vloaz, diazezet war dri ahel.
Dibab oberoù mat da lakaat ar yezh war wel eo an ahel gentañ : staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun ; staliañ ur panellerezh diabarzh ha diavaez an ti-kêr en div yezh ; lakaat glad ar gumun war wel en div yezh ; sevel pedadennoù en div yezh evit an abadennoù aozet gant an ti-kêr ; embann pennadoù-stur divyezhek er c'hannadig-kêr ; sinañ ur gevrat-kefridi gant Ofis Publik ar Brezhoneg evit ma pado an oberoù en amzer hag evit heuliañ anezho ; sevel ur bodad treuzservij (dilennidi ha gwazourien) da heuliañ an doare da lakaat oberoù Ya d’ar brezhoneg e pleustr.
Skignañ an anaoudegezh eus ar yezh eo an eil, en ur gemer perzh er c'houlzad bloaziek da vrudañ ar c'helenn brezhoneg evit an oadourien (pennad er c'hannadig-kêr, skignañ skritelloù...)
Ober gant ar yezh e servijoù an Ti-kêr en ur lakaat ur c’hemenn divyezhek war responter an Ti-kêr a zo bet lakaet da drede ahel.
Dilennidi Pañvrid o deus lakaet war wel, en o c’homzoù, an don m’eo gwriziennet ar yezh er gumun. Ha prezidantez an OPAB he deus kelaouet an dud war an nevezentioù a zo war dachenn ar stummañ koulz evit ar re yaouank, gant ar c’helenn divyezhek, hag evit an dud deuet gant diviz nevez ar c'hKBMPT da zigeriñ ur stummadur diwar skodenn, en Aodoù-an-Arvor, a-benn miz Gwengolo.
An evezhiadennoù0