Aet eo Lena Louarn, da sez an embregerezh d’ar Gwener 12 a viz Mae 2017 e-lec’h m’eo bet degemeret gant an daou rener, an it. Elisabeth Plassard hag an ao. Loik de Féraudy, evit al lid-sinañ.
An embregerezh yaouank-mañ, a zo ennañ 4 implijad, 2 vrezhoneger ha 2 zen all o teskiñ ar yezh, en deus dibabet kas buan da benn 5 ober evit lakaat ar brezhoneg war wel da vat (kemennadenn ar responter, skritell an eurioù digeriñ, panellerezh al lec’h, logo ar framm, pakadurezh ar produioù skignet ganto). Sed aze ar bazenn gentañ a vo sevenet evit diorren implij ar brezhoneg e bed al labour war ar pemdez.
An evezhiadennoù0