En ur gas d’e heul 3 c’hevredigezh all (Diwallerien Chapel sant Leonard, Keneiled Chapel sant Tual ha Poellgor Gevelliñ Plañvour-Fermoy), OMVAP Plañvour en deus sinet an emglev d’ar Meurzh 23 a viz Mae 2017 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an ao. Ronan Loas, maer Plañvour ha prezidanted(ezed) ha merourien (ezed) ar frammoù o sinañ.
Kas da benn etre 5 hag 8 ober eo pal ar 4 framm gant ar soñj tizhout al label live 1. An oberoù-se a sell ouzh ar c’hehentiñ dre ar Genrouedad pe war baper peurgetket, ar panellerezh, al logoioù, an teulioù melestradurel, ouzhpenn oberoù dibar hervez an dachenn ma labour pep framm warni.
Kendrec’het eo holl berzhidi al lid-sinañ-mañ n’eo o sinadur nemet ar bazenn gentañ. Kevredigezhioù ezel all eus an OMVAP a c’hallfe kemer perzh en argerzh-mañ, war verr pe grenn dermen, evit talvoudekaat ar brezhoneg.
An evezhiadennoù0