Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Distro-skol mat-divat ar c'helenn divyezhek

Web gwelet en he brasañ Kartenn kinnig ar c'helenn divyezhek er 1añ derez e 2017

Brezhoneg 04/09/2017

Kelenn divyezhek - 2017

Ma vez liv mat gant an distro-skol er publik pa zlefe digeriñ un niver a lec’hioù nevez evel n’eus bet biskoazh a-raok, emañ rouedad skolioù Diwan o talañ ouzh an diviz lemel ar c’hevratoù skoazellet ; diaes eo evit holl skolioù ar rouedad ha dreist-holl evit ar skolioù bihan hep kevrat c’hoazh evel skol Diwan Plougastell-Daoulaz, nevez digoret er bloaz-mañ.


10 digoradur a vo er 1añ derez publik, ar pezh na oa ket c'hoarvezet biskoazh abaoe deroù an hentad publik. 3 hentad nevez a vo e Aodoù-an-Arvor (Kintin, Mur, S.Brieg 2), 2 e Penn-ar-Bed (Ploveilh ha Pluwenn), 3 en Il-ha-Gwilen (Anast, Beuzid-ar-C’hoadoù, Gwerc’h-Breizh) ha 2 er Mor-Bihan (Pleñver, Pleuwigner). 1 skol Diwan ouzhpenn a vo (Plougastell-Daoulaz) hag 1 hentad en Deskadurezh Katolik (Dinan).

An eil bloavezh da heul eo gant 12 digoradur nevez. Frouezh an Emglev Stad-Rannvro ha labour an OPAB war an dachenn eo, e kenlabour gant kevredigezhioù ar familhoù. El Liger-Atlantel avat, ne vo digoradur ebet er bloaz-mañ, ar mank a Emglev Stad-Rannvro en Akademiezh Naoned a zo un diforc’h bras gant ar peurrest eus ar vro hag a vir a brogrammiñ digoradur raktresoù nevez war meur a vloaz.

En eil derez e vo digoret hentadoù e 8 skolaj. 5 skolaj publik nevez a zegemero un hentad divyezhek (an Oriant, Brieg, Douarnenez, Pont-‘n-Abad, S.Martin-war-ar-Maez) ha 3 skolaj katolik a raio kemend-all (Brec’h, Pont-‘n-Abad ha Roazhon). Disoc’h nevesadenn kartenn ar poloù a zo da adwelet bep eil bloaz diouzh an emglev Stad-Rannvro eo an araokadenn-mañ ivez.

distreiñ da roll ar c'heleier

Kas a ran ma soñj

An evezhiadennoù0