Lena Louarn ha Fulup Jakez dirak ar gazetennerien
Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik ha Fulup Jakez, rener an OPAB, o deus diskouezet skeudenn nevez ar c'houlzad da vrudañ ar c'helenn brezhoneg d'an oadourien.
6600 skritell, 17000 plegfollenn ha 9000 flyer a vo skignet gant ouzhpenn 260 ti-kêr ha gant sikour an departamantoù. Dafar a vo evit ar c'hevredigezhioù ivez (kartennoù-ezel ha deiziataerioù da skouer).
Sifroù pennañ ar c'helenn d'an dud deuet zo bet embannet ivez : meur a lec'h nevez a vo evit deskiñ brezhoneg dre gentelioù sizhuniek pa gendalc'h ar stummadurioù hir da vont war-raok ivez gant harp ar C'huzul-rannvro.