En o zouez e oa an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an ao. Benoît Laurioù, maer, an ao. Alex Kerivel, kuzulier-kêr ha den dave evit ar garta, an it. Jocelyne Poitevin hag an ao. Didier Guillon, kuzulierien-departamant Penn-ar-Bed.
Live 2 ar garta a zo bet dibabet gant an Ti-kêr gant 11 ober da gas dindan 3 bloaz. Sed amañ a-is ar roll anezho :
Panelloù divyezhek da vont e-barzh hag e-maez ar gumun ; pedadennoù divyezhek evit an abadennoù aozet gant an Ti-kêr ; responter an ti-kêr divyezhek ; logo ar gumun divyezhek ; paper lizher divyezhek ; kemer perzh e koulzad brudañ ar c’hentelioù brezhoneg evit an oadourien ; Diorren ar c’helenn divyezhek er gumun ; degemer e skolioù divyezhek ar gumun ar vugale a zeu eus kumunioù hep tamm kinnig divyezhek ; paeañ an treziad-skol evit skolidi ar skolioù Diwan ; arc’hantaouiñ pe sevel kentelioù tañva d’ar brezhoneg war an amzer skol e skolioù ar gumun ; kemer ar varregezh “brezhoneg” e kont pa vez tutaet buhezourien.
An Ti-kêr en deus sikouret, en un doare efedus-kenañ, krouidigezh ur skol Diwan er gumun. Se a zo kaoz e oa bet roet dezhañ 3de priz dazont ar brezhoneg e 2016.
An evezhiadennoù0