D’ar Sadorn 14 a viz Here 2017 eo bet roet al label-mañ gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C'huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, d’an ao. Corentin Gattus, prezidant ar c’hevread en USE Skiantoù ha Teknologiezh e Brest, dirak an ao. Ronan Divard, mestr prezegenner, an it. Frédérique Bonnard Le Floc’h, kuzulierez-departamant hag un toullad brav a studierien.
Lakaat muioc’h a vrezhoneg da vezañ gwelet er c’hampus eo pal ar gevredigezh, da gentañ-penn. Krouet he deus, eta, skritelloù divyezhek evit ar gouel bloaziek aozet ganti. Skoroù all a zo divyezhek adalek bremañ : ar c’hartennoù-bizit, ar pedadennoù d’an abadennoù liesseurt, logo ar gevredigezh, panellerezh an ispisiri aozet evit ar studiereien ha kemennadenn ar responter.
An ao. Ronan Divard, deuet en anv ar Skol-veur, en doa sinet ivez an emglev Ya d’ar brezhoneg, en deus embannet pegen laouen e oa o welet ar pezh a zo bet graet gant ar studierien rak kreñvaat ha klokaat a ra engouestl ar Skol-veur.
An evezhiadennoù0