Kensinet eo bet an Emglev gant an ao. Herve Jacq, prezidant an Diazezadur a ver frammoù degemer an dud kozh hag an dud bresk pe nammet, hag an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, dirak an it. Solange Creignou, besprezidantez Kuzul-departamant Penn-ar-Bed hag an it. Isabelle Le Bal, eilmaerez kentañ Kemper.
1200 den a labour en diazezadur-mañ hag a zo gwriziennet don e bro Kemper hag e Bro-Gerne dre vras. Dibabet en deus 6 ober da gas da benn hag a sell ouzh ar c’hehentiñ dreist-holl.
Lavaret en deus an ao. Jacq en e brezegenn e vo taolet evezh diwar vremañ war an implijidi a oar brezhoneg, en emgavioù tuta da skouer, peogwir ez eo pouezus-bras anavezout ar yezh pa labourer gant tud war an oad.
Diouzh he zu he deus embannet an it. Lena Louarn ez eo pouezus-tre e vefe ur c’henlabour hag ur skoazell etre an obererezh sokial hag ar politikerezh yezh rak un diazez kumun o deus : dinded Mab-den.
An evezhiadennoù0