Emañ Divi Kervella o paouez mont diouzhimp. Anavezet mat eo evit e labourioù niverus, e galleg hag e brezhoneg : troidigezhioù saourus, levrioù ledañ deskamant war danvez Breizh, pennadoù skiantel e-barzh ar gelaouenn Hor Yezh da skouer.
Anaoudek-kenañ eo Ofis publik ar brezhoneg ouzh Divi Kervella. Adal ar penn-kentañ eus ar pezh a oa da zont da vezañ Ofis publik ar brezhoneg e kemeras ur perzh oberiant er Greizenn-enklask war an Anvioù-lec’h e 1986 hag e 1991 e teuas da vezañ kadoriad anezhi. Tamm-ha-tamm e voe diazezet reolennoù skoueriekaat, embannet geriaouegi. Ur perzh bras, diziouerus, a gemeras Divi en holl labourioù-se. E 2003 e voe embannet ar gartenn-hent vrezhonek kentañ. Aze c’hoazh e voe dibriz e skoazell ha kendalc’het en deus dizehan da sikour skipailh an OPAB.
Ambrouget en deus Divi Kervella holl cheñchamantoù ar Greizenn-enklask, tro-ha-tro Servij ar brezhoneg, Ofis ar brezhoneg hag Ofis publik ar brezhoneg.
Ezel eus kuzul skiantel an OPAB e oa. Heuliañ a rae pizh labourioù ar framm, dreist-holl war dachenn an anvioù-lec’h hag an anvioù tud. Ouzhpenn d’an dra-se avat e ouie skipailh an OPAB, servij ar Glad da gentañ, e c’halle goulenn un ali bennak digantañ atav. Keit ha ma’z eus chomet ur berradig nerzh ennañ en deus kendalc’het d’e skoazellañ, betek n’eus ket keit-se zo c’hoazh.
Panelloù divyezhek pe gant anvioù-lec’h brezhonek skrivet en o stumm reizh outo a gaver un tammig e pep lec’h e Breizh hiriv an deiz. Ar pezh a c’hall lenn an dud ouzh ar panelloù-se, hep gouzout dezho, a zo deuet diwar labour Divi evit ul lodenn gaer.
Soñj un den gouiziek, uvel, hegarat ha dalc’hus a chomo ganimp.
An evezhiadennoù0