Lid-reiñ al label 2 ha lid-sinañ ar garta d’al live 3 a zo bet dalc’het e mediaoueg Lannarstêr d’ar Sadorn 17 a viz C’hwevrer 2018 dirak an it. Thérèse Thiery, maerez, an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an it. Mireille Peyre, eilmaerez hag an it. Françoise Dumont, kuzulierez-kêr dileuriet evit ar brezhoneg.
Roet eo bet al label a live 2 da Lannarstêr evit bezañ kaset da benn 14 ober hag a zo ket gwiriekaet gant an Ofis Publik.
Divizet ez eus bet gant ar C’huzul-kêr mont pelloc’h en e engouestl dre gas da benn 5 ober ouzhpenn a-benn 3 bloaz. An oberoù-se a sell ouzh ar stummañ gwazourien evit al lodenn vrasañ. Rakwelet ez eus bet ivez kas ur pezh labour war dachenn ar panellerezh.
Mod-all e vo labouret evit digeriñ 2 hentad divyezhek publik, ouzhpenn d’ar re a ya en-dro dija e skolioù ar gumun, a-benn 2020 gant ar pal kaout da nebeutañ 10% eus skolidi Lannarstêr er c’hlasoù divyezhek er 1añ derez.
Mat eo notenniñ eo Lannarstêr ar 6vet kumun er Mor-Bihan o vont war-zu live 3 ar garta Ya d’ar Brezhoneg goude Henbont, Langoned, Pleskob, Kewenn ha Plañvour.
An evezhiadennoù0