E Kawan e oa bet dalc’het al lid-reiñ al label dirak an it. Silvi Toupin hag an ao. Jean-Yves Monfort, kenbrezidanted ar Greizenn, hag an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an OPAB.
6 ober a zo bet kaset a-benn bremañ : kemennadenn ar responter, ar pedadennoù, al logo ha teuliadoù melestradurel ar framm a zo divyezhek ; al lizhiri pe ar posteloù a c’hall bezañ skrivet e brezhoneg. Krouet ez eus bet ur post-labour a rank bezañ ur post divyezhek brezhoneg-galleg, evit luskañ ar gweladennoù e brezhoneg. Sed aze un ober a-bouez evit ar vrezhonegerien yaouank a vez niverusoc’h-niverusañ peogwir e ro an tu da ziorren ar bevañ e brezhoneg e-maez ar skol.
He mad he deus Kreizenn ar Son eus al lid-mañ evit sinañ live 2 an Emglev Ya d’ar brezhoneg, gant ar c’hoant da vont pelloc’h. Aet eo kalzik war-raok dija en argerzh peogwir ez eus bet staliet e tro 40 panell divyezhek war al lec’h. Lañs brav zo gant al lusk-mañ da gas an 18 ober dibabet da benn evit tizhout live 2 an Emglev.
An evezhiadennoù0