Sinet eo bet engouestl ar gumun gant maerez Lokmikaelig, an it. Nathalie Le Magueresse dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB. Kaset e vo 5 ober da benn evit tizhout al label a live 1 eus ar garta. An it. Claire Le Mezo, eilmaerez kentañ, den dave evit ar garta hag ur bern brezhonegerien a oa war al lec’h ivez.
Gwelet e vo eta er mizioù da zont panelloù divyezhek staliet e mont-tre ha mont e-maez ar gumun koulz ha plakennoù-straed divyezhek en hentoù nevez krouet. Arvestoù hag abadennoù e brezhoneg a vo kinniget ingal diwar vremañ er greizenn sevenadurel. Divizet ez eus bet ivez gant an ti-kêr paeañ an treziad skol evit ar vugale skoliet er rouedad Diwan. Ur bodad treuzservij a vo krouet ivez evit kas an holl divizoù-se da benn vat.
An evezhiadennoù0