Da Vrieg e oa aet an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis publik, d’ar Gwener 15 a viz Mezheven 2018, evit reiñ al label-se d’an ao. Hubert Petillon, maer hag d’an it. Marie-Louise ar Go-Korneg, kuzulierez-kêr ha den dave evit ar garta.
Isabelle ar Bal, kuzulierez-rannvro, 1añ eilmaerez Kemper hag ezel eus kuzul-merañ an OPAB hag an ao. Didier Roignant, maer Langolen a oa war ar lec’h ivez.
Lakaet eo bet ar brezhoneg war wel par-ouzh-par gant ar galleg a-drugarez da 8 ober : ar panelloù, testenn ar pedadennoù, talbenn ar paper implijet gant servijoù ar gumun, pennad-stur ar c’hannadig-kêr, al logoioù, ar responter… a zo divyezhek diwar-vremañ.
An eil ahel bet dibabet gant Brieg zo hini ar c’helenn brezhoneg d’an oadourien diouzh un tu, en ur gemer perzh er vrudadeg vloaziek aozet gant an OPAB, ha hini ar c’helenn d’ar vugale diouzh un tu all, gant un enklask bet kaset da benn evit priziañ ar goulenn deskiñ ar yezh er skol. Sikouret he deus ivez Brieg digoradur un hentad divyezhek en he skolaj evit ma vefe ur c'hendalc'h pedagogel gant ar vugale a zo bet skoliet e brezhoneg er c’hentañ-derez. 118 skoliad a zo en hentad divyezhek hiziv an deiz, ar pezh a ra 20% eus skolidi ar gumun evit ar pezh a sell ouzh ar skol-vamm.
Mod-all e vez kinniget ingal gant ar greizenn Artemus abadennoù e brezhoneg hag e c’hall an dud, enskrivet el levraoueg-kêr, amprestañ levrioù e brezhoneg diwar un dalc’h a vo kresket tamm-ha-tamm hiviziken.
An evezhiadennoù0