D’al Lun 26 a viz Du 2018 he doa sinet an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C'huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB, dirak an ao. Ronan Loas, maer Plañvour, an emglev Ya d’ar Brezhoneg gant 5 kevredigezh nevez eus Plañvour, an holl anezho izili eus an OKBGP. Setu da- heul anv ar c’hevredigezhioù : Div Yezh Plañvour, AVF Plañvour, Memor SOE, Mignoned Chapel Sant Jud ha Mignoned Chapel Sant Maodez.
War-un-dro eo bet roet label live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg da 4 c’hevredigezh (OKBGP, Poellgor gevellerezh Plañvour-Fermoy, Diwallerien Chapel Sant Leonard ha Mignoned Chapel Sant Tual) evit bezañ kaset da benn an oberoù dibabet ganto e miz Mae 2017.
Un Ti-kêr aet gant live 3 ar garta YAB n’eus ket pell zo, 9 c‘hevredigezh bet sinet an emglev ha re all moarvat prest d’en ober en amzer-da-zont : kement-se a ziskouez al lusk hag al lañs bet tapet e Plañvour abaoe un nebeud bloavezhioù.
An evezhiadennoù0