Gant an It. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha besprezidantez an OPAB eo bet roet al label Ya d’ar brezhoneg a live 1 d’an it. Véronique Cadudal, maerez ha d’an it. Silvi Donarzh, eilmaerez.
Kaset ez eus bet da benn 6 ober eus ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kumun Plourivoù : estreget ar panelloù mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun eo divyezhek ar plakennoù-straed nevez. Divyezhek e vez ar pedadennoù kaset gant an Ti-kêr ha pennad-stur ar c’hannadig-kêr. Ur bodad treuzservij zo bet savet evit heuliañ Ya d’ar brezhoneg. Hag ar gumun a gemer perzh, bep bloaz diwar-vremañ, er c’houlzad da vrudañ ar c’hentelioù d’an oadourien.
An evezhiadennoù0