Dalc’het eo bet al lid e sal ar gouelioù e Larruen d’an 29 a viz Ebrel 2019 dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB, an ao. Mathieu Geffroy, maer Larruen, an it. Sandra Le Nouvel, kuzulierez-departamant, an ao. Jean-Yves Philippe, prezidant Kumuniezh-kumunioù Kreiz Breizh, an ao. Yannig Botrel, senedour hag ur bern tud all.
Brudet eo Larruen evit bezañ lakaet he skol bublik unyezhek da emdreiñ en ur skol divyezhek penn-da-benn. Diwar gement-se emañ an holl vugale skoliatet e Larruen o tennañ gounid eus ur c’helennerezh galleg-brezhoneg. Unan eus o c’helennerez hag he skoazellerez-vamm o deus gellet en em stummañ d’ar yezh a-drugarez da veur a stignad staliet gant Rannvro Breizh (stummadur hir) ha KBMPT Breizh.
Gant ar pal kenderc’hel war an hent-mañ hag aesaat diorroadur an divyezhegezh war he ziriad he deus Larruen dibabet 13 ober, e-touez ar 55 kinniget er garta, a vo kaset da benn vat dindan bloaz.
An evezhiadennoù0