Meur a zilennad eus ar gumun hag eus Kemperle kumuniezh a oa bet bodet da-geñver al lid-sinañ d’ar Yaou 2 a viz Mae 2019, tro-dro d’an ao. Alain Follic, maer ha d’an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB.
Ouzhpenn ar 5 ober bet dibabet (panelloù mont-tre ha mont e-maez ar gumun, panellerezh an ti-kêr, pennad-stur ha paper talbennet divyezhek, sevel an tañva d’ar brezhoneg war an amzer skol), ez eus bet lakaet da raktres gant an Ti-kêr digeriñ un hentad divyezhek en e skol bublik.
Goude d’an it. Lena Louarn bezañ embannet e harpe an diviz-se, he deus broudet an dilennidi da sikour digoradur ur vagouri divyezhek e tiriad ar Gumuniezh-kumunioù ha da ginnig d’o gwazourien en em stummañ war ar brezhoneg gant KBMPT Breizh.
An evezhiadennoù0