D’an 13 ha 14 a viz Mezheven e oa bet Olier ar Mogn, rener skiantel an Ofis publik o kemer perzh en ur c’hendalc’h gouestlet d’an anvadurezh aozet gant Euskaltzaindia, Akademiezh an euskareg, e Vitoria Gasteiz, da-geñver kantvet pennbloaz an ensavadur.
Un digarez eo bet evit kinnig al labour a vez graet e Breizh war tachenn al lec’hanvadurezh hag ar panellerezh divyezhek.
Gallet ez eus bet eskemm ivez gant Euskariz, Galiziz, Katalaned hag Okitaned. Ha pa vefe disheñvel stad an traoù e pep bro ez eus bet gallet keñveriañ an doareoù da labourat ha gwelet pegen heñvel e chom an dalc’hoù a vro da vro.
An evezhiadennoù0