Deuet e oa an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB, da Bontrev evit sinañ ar garta gant Camille Mufraggi, karget eus an diorren lec’hel ha sevenadurel er gevredigezh Bal&Art ha Marion Maignan, gopradez. War al lec’h e oa ivez an ao. Samuel Le Gaouyat, maer Pontrev ha kuzulier Gwengamp-Pempoull Tolpad-kêrioù hag an ao. Vincent Le Meaux, maer Ploueg-Pontrev ha prezidant GPT.
Bal&Art a ginnig ur servij nevez d’an aozerien darvoudoù : diganti e c’hallont feurmiñ ur sal raksavet a 300m², kaset ha staliet gant ar gevredigezh. Ur festival a vez aozet gant ar gevredigezh ivez, bep bloaz.
C’hoant he deus bet ar gevredigezh da gas ar brezhoneg war-raok ha divizet he deus neuze sinañ an emglev Ya d’ar brezhoneg, en ur zibab 8 ober e-touez an 30 kinniget gant an OPAB : sevel kartennoù-bizit, plaketennoù brudañ, tikidi, teulioù melestradurel divyezhek, staliañ ur c’hit ha panelloù divyezhek en he burevioù hag er festival. Broudañ a raio ivez an dud da gomz brezhoneg e-pad ar festival en ur aozañ frapadoù ma vo ar brezhoneg ar yezh nemeti implijet gant an dud a-youl vat en davarn.
An evezhiadennoù0