Degemeret e oa bet an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an OPAB, gant an ao. Fabrice Roussel, maer Chapel-Erzh, dirak an it. Muriel Dintheer, eilmaerez, an ao. François Allaert, rener Capellia, dilennidi ha dileuridi kevredigezhioù (an Dolenn da skouer, ar gevredigezh a gas kentelioù-noz er gumun).
Divizet he deus Chapel-Erzh kas da benn 5 ober dindan 3 bloaz : staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun, kemer perzh er vrudadeg evit ar c'helenn brezhoneg d'an oadourien, sinañ ur gevrat-kefridi gant an Ofis publik, kaout un dalc'had levrioù er vediaoueg hag ober e doare ma vo abadennoù e brezhoneg e kreizenn sevenadurel ar gumun.
An 8vet kumun el Liger-Atlantel a ziviz sinañ ar garta Ya d'ar brezhoneg eo Chapel-Erzh. 37% eus poblañs an departamant zo o chom er c'humunioù-se.
An evezhiadennoù0