553 skoliad ouzhpenn zo en hentadoù divyezhek (+3%). Diforc’hioù bras zo etre an 3 rouedad avat. Ur c’hresk a 557 skoliad zo en Deskadurezh-Stad a-drugarez d’ar 16 lec’h nevez a zo bet digoret er 1añ derez hag ar 4 skolaj ouhpenn evit an 2l derez. Padal eo bihan-tre kresk ar rouedad katolik en 2 Akademiezh (+26 skoliad ; 1 lec’h nevez er 1añ derez, 3 skolaj hag 1 lise evit an 2l derez). Rouedad Diwan diouzh he zu zo gant un digresk bihan (-30 skoliad).
Ar rouedad publik a ra he mad eus ar steuñv programmiñ a zo deuet dre an emglev Stad-Rannvro a laka kartenn ar poloù da vezañ nevesaet bep daou vloaz eta. Ne oa bet biskoazh kement a zigoradurioù er 1añ derez publik (41 lec’h nevez zo bet er publik e Akademiezh Roazhon abaoe 2015). Dre vras eo gwellaet kalz an digeriñ en eil derez ivez gant ar mod nevez da labourat (kartenn ar poloù, programm kenlabour Rektoriezh-OPAB) : 15 skolaj publik nevez zo bet digoret e-korf 4 bloaz, kement hag en 11 vloaz tremenet.
Kresk an hentadoù bet digoret pell pe belloc’h zo a chom izel er bloaz-mañ evelkent : 264 skoliad hepken diwar ar c’hresk a 553. Meur a dra zo kaoz : lod eus ar skolioù-se zo e takadoù ma tigresk ar boblañs-skol ha dreist-holl e vez nebeud a skolioù publik pe katolik ma ya an hentad divyezhek da dapout ar muiañ-niver eus ar skolidi (alies e talvez an hentad divyezhek kement hag 1/3 eus hollad skolidi ur skol-vamm).
En eil derez eo dav notenniñ ez eus nebeut-tre a skolajoù publik a zo gant ur c’helenn par-ouzh-par (3 hepken) hag hini ebet er rouedad katolik. Da live al liseoù emañ pelloc’h ar c’hinnig diouzh ar pal c’hoazh pa n’eus lise ebet a ginnig muioc’h eget an istor-douaroniezh e brezhoneg, nemet e rouedad Diwan e vefe. Penn-kentañ adreizhadur al liseoù a ro da welet un emdroadur diaes evit al live-se ouzhpenn-se.
Da echuiñ ganti e chom Akademiezh Naoned er-maez eus al lusk a weler en Akademiezh Roazhon dre ziouer a steuñv diorren : n’eus bet nemet 1 digoradur er bloaz-mañ ha 80% eus ar raktresoù publik zo chomet hep mont betek penn en 2 vloaz tremenet.
An evezhiadennoù0