Gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha besprezidantez an OPAB eo bet roet al label a live 1 eus an emglev Ya d’ar brezhoneg d’an ao. Matthieu Gallou, prezidant Skol-veur Breizh-Izel, dirak an ao. Ronan Divard, mestr-prezegenner ha karget da gas an emglev da benn hag an it. Marine Le Gall-Ely, besprezidantez SBI.
Divizet a oa bet gant ar skol-veur e 2017 kas da benn 6 ober evit diorren ar brezhoneg. Deuet eo a-benn ha stadet ez eus bet gant an Ofis publik int bet kaset da bennvat : kartennoù-hetoù divyezhek, panellerezh divyezhek er savadurioù, digoridigezh unvezioù kelenn dieub evit deskiñ brezhoneg, enklask evit gouzout pegen dedennet eo ar studierien gant ar yezh hag evit deskiñ anezhi, enklask evit gouzout petra emañ koskor ar skol-veur o c’hortoz ha peseurt ezhommoù o deus evit a sell ouzh deskiñ ar brezhoneg, kemer perzh er Redadeg. Disseurtaet eo bet an oberoù brudañ gant ar Skol-Veur ha skignet ez eus bet ganti skoroù divyezhek e meur a dro.
Embannet en deus ar prezidant emañ ar Skol-veur o studiañ oberoù all : e soñj emañ ar Skol-veur da ziorren he c’hehentiñ niverel e brezhoneg peurgetket.
Embannet he deus an itron Louarn en he frezegenn pegen laouen e oa o welet kalz muioc’h a vrezhoneg er c’hampus. Pouezet he deus war ar fed e ranker digeriñ stummadurioù nevez er skol-veur evit ar studierien, a grog da zeskiñ brezhoneg pe a zeu eus an hentadoù divyezhek, evit sikour anezho da vezañ prest da vont e bed al labour ma c’houlenner aliesoc’h-aliesañ barregezhioù war ar yezh.
An evezhiadennoù0