Degemeret eo bet an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik gant an ao. Ludovic Jolivet, prezidant Kemper Breizh-Izel ha maer Kemper, an it. Isabelle Le Bal, besprezidantez Kemper Breizh-Izel, eilmaerez Kemper, kuzulierez-rannvro ha merourez an Ofis Publik hag an ao. Jean-Pierre Doucen, eilmaer, kuzulier kumunel ha dilennad dave evit ar garta Ya d’ar brezhoneg.
Dilennidi eus ar c’humunioù tost hag e-tro 150 den, a oa war al lec’h ivez.
12 ober a zo bet kaset da benn gant Kemper Breizh Izel : kemennadenn responter ar Gumuniezh zo divyezhek koulz ha pennad-stur ar “Mag + Agglo”, memes tra evit ar panellerezh diabarzh ha diavaez ar sez ; kemer a ra perzh ar Gumuniezh e koulzad brudañ ar c’helenn d’an dud deuet ; al logo, ar c’hartennoù-bizit, ar paper lizher zo divyezhek, al lec’hienn internet hag ar c’hartennoù pediñ ivez. Stummadurioù war ar brezhoneg zo kinniget d’ar wazourien ha sinet ez eus bet ur gevrat kefridi gant an OPAB.
Estreget se ez eus bet krouet gant Kemper Breizh Izel ha Ti-kêr Kemper ur post gwazour tiriadel brezhonek evit ober war-dro ar politikerezh yezh.
En e brezegenn ez eus bet graet anv, gant an ao. Ludovic Jolivet, eus ar politikerezh yezh bet kaset da benn gant ar Gumuniezh.
Diouzh he zu he deus, an it. Lena Louarn, lakaet ar pouez war diorren ar c’helenn divyezhek e tiriad ar Gumuniezh.
Dre d’al lid-mañ ez eus bet tu da welet eo aet war-raok ar yezh e bro Kemper Breizh Izel er bloavezhioù tremenet.
An evezhiadennoù0