Staliañ panelloù divyezhek evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun ; embann pedadennoù divyezhek evit an holl abadennoù sevenadurel ; kinnig ul logo divyezhek nevez ; lakaat enlinenn ur stumm brezhonek eus al lec’hienn ; staliañ plakennoù-straed divyezhek pa vez digoret straedoù nevez pe pa ranker nevesaat ar re gozh : sed aze ar 5 ober dibabet gant kumun Plonevez-Porzhe.
Un engouestl deuet da wir da-heul al lid-sinañ a zo bet dalc’het d’ar Meurzh 17 a viz Kerzu 2019. Bodet e oa bet un daou-ugent den bennak evit kemer perzh ennañ en-dro d’an ao. Paul Divanac’h, maer ha besprezidant KK Pleiben-Kastellin-Porzhe hag an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik.
En he frezegenn he deus graet anv an it. Lena Louarn eus stad ar c’helenn divyezhek en tiriad tro-war-dro ha broudet he deus Plonevez-Porzhe da labourat a-benn kaout un hentad divyezhek en amzer-da-zont tost.
An evezhiadennoù0