Dalc’het eo bet al lid dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro ha prezidantez an Ofis publik, an ao. Pierre Plouzennec, maer Plozeved, an ao. Philippe Sandrin, eilmaer hag un toullad dilennidi. War al lec’h e oa ivez pennoù kevredigezhioù, skolidi ha skipailhoù pedagogel ar skol ha rener ar skolaj.
Roet eo al label da Plozeved evit bezañ kaset da benn 15 ober evit diorren ar brezhoneg. En o zouez : digeriñ un hentad divyezhek er skol bublik, kinnig abadennoù tañva el lec’hioù degemer bugaligoù, kemer perzh er vrudadeg evit ar c’helenn d’an oadourien, arc’hantaouiñ stummadurioù micherel an implijidi kêr a c’houlenn deskiñ ar yezh ; tuta buhezourien ha GWATSMED divyezhek ; krouiñ ur dalc’had levrioù er vediaoueg ; kinnig arvestoù en brezhoneg a-hed ar bloaz ha kement ‘zo.
En he frezennn he deus lavaret an it. Louarn e oa laouen o welet diorren an hentad divyezhek m’emañ dija 26% eus skolidi ar gumun ennañ.
An evezhiadennoù0