Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Prizioù dazont ar brezhoneg 2020

Web gwelet en he brasañ

Brudañ 26/05/2020

Roll loreidi 2020

Sed aze an disoc'hoù, diouzh vot ar bodad-barn a oa bet dalc’het d’an 13 a viz Meurzh 2020 e Kemper. Dre al liamm-mañ e c’hellot sellet ouzh videoioù a ginnig al loreidi.

Rummad brezhoneger ar bloaz

Priz kentañ : Solena Raynaudon, ergoterapeutourez a ginnig stalioù-memor e brezhoneg.

Eil Priz : Perynn Bleuvenn, arzourez diseurt : kanerez, aktourez, sevenerez...

Trede Priz : Roderic Halleguen, a ginnig abadennoù fentus war ar genrouedad.

Rummad strollegezhioù foran

Priz kentañ : Ti-kêr Henbont, evit bezañ sikouret ar c’helenn divyezhek er skolioù, ha laset da benn ar c'hoari "C'hoari mar plij" evit reiñ un tañva d'ar brezhoneg d'an dud.

Eil Priz : Kemperle Kumuniezh, evit he folitikerezh yezh ha krouidigezh ur bodad-heuliañ evit kas an traoù da benn.

Trede Priz : Ti-kêr Kemper, evit bezañ sikouret evit ma vefe degemeret an arouezenn diakritek "ñ" e marilh ar bolañs ha diorren implij ar brezhoneg e Kemper.

Rummad embregerezhioù

Priz kentañ : S.A. Union Jeanne d'Arc Phalange Quimper, evit e labour diorren ar brezhoneg e bed ar sport : krogadoù displeget e brezhoneg, kenlabour gant Diwan, skignañ geriaouegi.

Eil Priz : SARL Biocoop Dour nevez Karaez, evit bezañ staliet ur panellerezh divyezhek penn-da-benn er stal.

Trede Priz : SCOP Roudour, evit bezañ savet ar stummadur nevez "Ambroug" a ro an tu da zeskiñ brezhoneg enlinenn.

Rummad kevredigezhioù

Priz kentañ : Mignoned ar brezhoneg, evit bezañ savet al lec'hienn internet hag an arload STAL.bzh a ginnig kenwerzhourien ha frammoù a labour e brezhoneg.

Eil Priz : Gouel Kan ar Vartoloded, peogwir emañ ar brezhoneg e kreizik-kreiz ar c'hehentiñ er gouel.

Trede Priz : Keit vimp bev, evit bezañ savet ur gazetenn nevez evit ar re vihan-tout "Toutouig".

Rummad levrioù faltazi

Priz kentañ : Beuzet diwar ar pont bras...ha danevelloù all, levr danevlloù savetgant Yann-Fulup Dupuy (Emb. An Alarc'h Embannadurioù).

Eil Priz : Chuchumuchu, romant savetgant Erwan Hupel (Emb. Al Liamm).

Trede Priz : Lucio e-kreiz K, romant savetgant Annie Coz (Emb. Al Liamm).

Rummad pladennoù kanet e brezhoneg

Priz kentañ : Dindan dilhad dindan, gant Quartet Talec-Noguet (Coop Breizh).

Eil Priz : Eben, gant Eben - Jonathan Dour (Coop Breizh).

Trede Priz : Ebel Elektrik, gant Ebel elektrik (Embroduiñ Florian Ebel).

Rummad kleweled

Priz kentañ : Yann-Fañch Kemener, tremen en ur ganañ, teulfilm gant Ronan Hirrien (Frañs 3 Breizh)

Eil Priz : Tro Baz Alan Abgrall, teulfilm gant Sébastien Le Guillou (Frañs 3 Breizh)

Trede Priz : Skiantoù sichant, stirad diwar-benn ar Skiantoù gant Julien Posnic ha Pierre-Yves Le Du (JPL Films)

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob