Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Distro-skol divyezhek 2020-2021

Web gwelet en he brasañ

Deskadurezh 04/09/2020

20 lec’h kelenn nevez er c’hentañ derez

Start-tre eo bet prientiñ an distro-skol-mañ abalamour da enkadenn yec’hedel ar C’HOVID-19 ha da brantad kenfinañ an nevezamzer o deus diaezet kalz al labour kelaouiñ ar familhoù graet gant skipailhoù an OPAB. Daoust da se, distro-skol 2020 a gadarna berzh ar c’helenn divyezhek brezhoneg-galleg hag a gendalc’h d’en em zispakañ dre ar vro.

Evit ar wech kentañ eo bet tizhet an 20 digoradur er c’hentañ derez, pep hentad kemeret e kont. Dasparzhet eo al lec’hioù nevez etre an 2 akademiezh er 5 departamant.

War an dachenn ez eo 18 lec’h nevez a zigor e Rannvro Breizh ha 2 all el Liger-Atlantel.

Web gwelet en he brasañ Niver a lec'hioù nevez er 1añ derez 1999-2019

En akademiezh Roazhon

Diwan a zigor un trede skol e Kemper.

11 lec’h nevez zo digoret gant an Deskadurezh-Stad. E Penn-ar-Bed ec’h astenn an deskadurezh publik he rouedad er c’humunioù da-heul : Rosporden, KPE ar Fouilhez/Brenniliz/Lokeored, Brest (5vet lec’hiad publik) ha Plourin-Montoulez. Er Mor-Bihan eo 2 lec’hiad nevez a zigor, e Laozag hag e Plañvour (2l lec’h publik). En Aodoù-an-Arvor e tigor ar publik e Bro-Dreger e Prad ha Ploubêr. Erfin, 3 hentad nevez a zigor ivez en Il-ha-Gwilen e Roazhon (5vet lec’h publik), Gwitreg ha Pleurestud. 19 digoradur a oa bet enskrivet e kartenn akademek ar poloù. Gant se eo un tammig dipitus gwelet n’eus bet kadarnaet nemet 11 lec’h publik nevez en akademiezh Roazhon er bloaz-mañ, seul vui ma oa bet digoret 15 warlene. Ret e vo chom war evezh evit derc’hel d’un niver sonn a zigoradurioù ma venner lakaat kreskiñ da vat an niver a vugale divyezhek evit kaout ar spi da stabilaat an niver a yezherien en amzer-da-zont.

Gant 6 hentad nevez-digoret er c’hentañ derez, dav-mat eo saludiñ labour an deskadurezh katolik er bloaz-mañ. Hentadoù a zigor e Plouedern ha Tregon e Penn-ar-Bed, e Plerin en Aodoù-an-Arvor, e Morzhell en Il-ha-Gwilen hag e Sterwenn ha Kervignag er Mor-Bihan. 15 vloaz zo ne oa ket bet digoret kement a hentadoù gant an deskadurezh katolik da-geñver un distro-skol.

En Akademiezh Naoned

Digeriñ a ra an deskadurezh-Stad 2 hentad nevez e Naoned (3e lec’h publik) met ivez e Sant-Nazer ma oa chomet Diwan e-unan abaoe 29 bloaz. Biskoazh c’hoazh ne oa bet digoret 2 lec’h publik nevez war un dro el Liger-Atlantel. A zo kaeroc’h, gant digoradur an hentad publik e Blaen warlene eo ar wech kentañ e tigorfe an Deskadurezh-Stad hentadoù daou vloaz diouzh renk en departamant-se. Un emdroadur heverk eo hag a c’haller stagañ anat ouzh al labour dalc’hus a ra an OPAB war an dachenn e darempred gant an holl oberourien. Al labour don-se a vo da vezañ kendalc’het hag astennet c’hoazh er bloavezhioù da zont en akademiezh-se hag a zo chomet, evit c’hoazh, hep steuñv diorren ebet evit ar c’helenn divyezhek.

Kadarnaet eo lusk kreskiñ bras ar c’helenn divyezhek brezhoneg-galleg gant an holl hentadoù nevez-mañ. Stankoc’h-stankañ eo ar rouedad skolioù (da skouer e Penn-ar-Bed ne chom mui nemet 2 gumun a-us da 5000 annezad hep tamm kinnig divyezhek ebet : Penmarc’h ha Plouigno) ha desachet e vez muioc’h-mui ar familhoù gant kelennadurezh ar brezhoneg.

War-raok ez a an traoù en eil derez ivez

En em frammañ a zalc’h an hentadoù divyezhek d’ober en eil derez ivez.

Darvoud bras ar bloaz-mañ eo digoradur un eil lise gant Diwan, e Gwened. Setu aze disoc’h labour meur a vloaz ar rouedad Diwan harpet gant strollegezhioù Breizh.

Evit ar pezh a sell ouzh he rouedad, digeriñ a ra an Deskadurezh-Stad un hentad skolaj nevez e Kallag (22).

Erfin, kreñvaat a ra an deskadurezh katolik he rouedad ivez pa zigor 4 hentad nevez. Er skolaj da gentañ-penn, e Fouenant ha Karaez e Penn-ar-Bed hag e Gwitreg[1] en Il-ha-Gwilen, met ivez el lise e Santez-Anna-Wened er Mor-Bihan.

En holl, etre an div akademiezh, ez eo 26 hentad nevez a zigor en distro-skol (20 er c’hentañ derez ha 6 en eil derez).


[1] Goulenn war studi c’hoazh

distreiñ da roll ar c'heleier

0 evezhiadenn

An evezhiadennoù0

Ouzhpennañ un evezhiadenn

Postit hoc'h evezhiadenn amañ, mar plij

Mard eo hiroc'h hoc'h evezhiadenn eget 500 arouezenn anez e vo troc'het.

Niver a arouezennoù implijet : 0/500

Habaskaet e vez komzoù an dud el lec’hienn, setu ne vo ket embannet ho kemennadenn diouzhtu : adlennet e vo gant hor skipailhoù da gentañ, hag embannet e vo ganto diouzh an dro.

Lenn karta habaskaat al lec'hienn

Captcha enepstrob