Roet ez eus bet lañs d’an enskrivadurioù er stummadurioù war ar brezhoneg, evit ar wazourien diriadel er 4 departamant eus Rannvro Breizh, gant an ao. Yohann Nedelec, dileuriad rannvro Kreizenn vroadel ar velestradurezh publik tiriadel hag an ao. Fulup Jakez, rener an Ofis publik.
Abalamour da ziorren ar brezhoneg er skolioù, en abadennoù troskol, e lec’hioù degemer ar vugaligoù, er mediaouegoù, en abadennoùl iesseurt kinniget er mirdioù hag el lec’hiadoù touristel, abalamour da astenn ar panellerezh divyezhek hag an oberoù evit ar brezhoneg dre vras kaset da benn er c’humunioù, abalamour d’ar preder tro-dro d’an dud kozh na gomzont nemet o yezh vamm, e rank ar strollegezhioù tiriadel kaout gwazourien vrezhonek evit bastañ d’an ezhommoù nevez-se.
Ar stummadurioù-se, a oa bet digoret e 2015, o deus roet an tu da ouzhpenn 150 gwazour tiriadel da zeskiñ brezhoneg oc’h heuliañ 204 eurvezh kelenn ar bloaz (un devezh ar sizhun). Adalek miz Here 2021 e c’hellint heuliañ unan eus ar stummadurioù-se e lec’hiadoù ar c’hKBMPT e Torigneg-Fouilharzh (35), Gwened (56), Gwengamp (22), Brest ha Kemper (29) evit ar pezh a sell ouzh an deraouidi. E Gwened e vo kinniget an eil bloavezh.
An evezhiadennoù0