E Klub ar gazetennerien e Roazhon e oa bet roet lañs da goulzad “Plijus” 2021 gant Fulup Jakez, rener an OPAB ha Paul Molac, merour an Ofis Publik war anv ar rannvro ha kannad. Fulup Kere, rener Deskiñ d’an Oadourien a oa aze.
Gant an OPAB eo aozet ar c’houlzad bloaziek evit brudañ ar c’helenn d’an dud deuet. Ouzhpenn 250 strollegezh lec’hel a gemer perzh en ur skignañ an dafar (skritelloù, plegfollennoù).
E-pad an emvod-kelaouiñ eo bet lakaet war wel gant Fulup Jakez ez eus 13 lec’h nevez a zo raktreset evit ar c’hentelioù sizhuniek er bloaz-mañ. 16 lec’h zo evit ar stummadurioù hir mod all, ur c’hinnig stabil a zo bet gouest d’en em azasaat ouzh redienn ar c’hleñved-red.
Eus e du en deus adkaset Paul Molac da soñj e oa pal ar rannvro reiñ an tu da bep hini deskiñ brezhoneg.
Evit echuiñ ez eus bet embannet gant Fulup Kere e vo ur c’hollok diwar-benn ar c’helenn d’an oadourien gant DAO a lido he 20vet deiz-ha-bloaz.
An evezhiadennoù0