E-pad emvod Kuzul-merañ an diazezadur publik bet dalc’het e burevioù nevez an OPAB e Kastell Kerampuilh e Karaez d’ar 4 a viz Here 2021 eo bet dilennet Paul Molac, kuzulier-rannvro ha kannad, da brezidant an OPAB. Da heul Lena Louarn ez a.
Aline Chevaucher, kuzulierez-departamant Penn-ar-Bed zo bet dilennet da vesprezidantez ha Yannig Menguy, rener Mervent ha prezidant Kuzul-Aliañ an OPAB, da vesprezidant.
Un digarez eo bet evit ar verourien nevez d’ober ar poent war an teuliadoù pouezusañ evit ar yezh er mare-mañ : an emglev Stad-rannvro da zont, al lezenn nevez evit gwareziñ ar yezhoù, astenn ar c’helenn brezhonek d’an holl, anavezout pedagogiezh ar soubidigezh ha cheñch ar Vonreizh.
An evezhiadennoù0